Lec'hlenn

Lec'hlenn

Lec'hlenn zo un anv-lec'h brezhonek, adkemeret eus an henvrezhoneg diwar ar galianeg Lukolandon ("Bro al Lennoù")[1] hag a gaver e kembraeg evel Llychlyn hag en iwerzhoneg evel Críoch Lochlann, evit ober meneg, en ur ster douaroniel strizh, eus al ledenez amparet gant Norvegia ha Sveden, hag alies, en ur ster ledanoc'h, eus Suomi, Danmark hag Island zoken.

Heñvelster e c'hell bezañ gant Skandia, Skandinavia, a zo gerioù germanek tremenet e latin.

  1. Sketla Segobrani, II, p. 123.

Developed by StudentB