Lenn Tana

Al lenn Tana e miz Ebrel 1991
Al lenn Tana a weler e gwalarn Etiopia war ar gartenn

Al Lenn Tana (ጣና ሐይቅ T’ana ḥāyik’i en amhareg, anvet Tsana[1] gwezhall) eo al lenn vrasañ en Etiopia ha mammenn an Nil glas. Emañ e rannvro Amhara e gwalarn uheldirioù Etiopia e 1788 m uhelder[2]. War-dro 84 km hirder ha 66 km ledander zo enni. An donder brasañ a dizh 15 m[3]. En em deurel a ra ar stêrioù Gilgel Abay, Reb ha Gumara enni. Ur gorread etre 3000 ha 3500 km² he deus hervez koulz ar bloaz hag ar glaveier. Reoliet eo bet live al lenn abaoe savadur ur stankell el lec'h ma tiver al lenn en Nil glas. Kontrollañ a ra ar red etrezek lamm-dour an Nil glas (Tis Abbai) hag ar greizenn hidroelektrek.

E 2015 e oa bet anvet bro al Lenn Tana da virva biosferenn an UNESCO[4]

Gwel eus al lenn Tana
An iliz en enezenn al lenn Tana
Un heñcher a ziskouez penaos e skoer ouzh ur maen da reiñ da c'hoût emañ poent ar pred en ur manati e ledenez Zege
Deroù an Nil glas

Krouet e voe al lenn Tana da-heul oberiantiz ar menezioù-tan, a stankas hent ar stêrioù e deroù an Pleistosen, war-dro 5 milion a vloavezhioù zo[5].

Kalz brasoc'h e oa al lenn gwezhall evit hiziv. Seizh stêr vras padus en em daol el lenn koulz ha 40 stêr vihan dibad hervez koulz ar bloaz. Ar stêrioù Gilgel Abbay, Megech, Gumara, ha Rib eo ar stêrioù pennañ en em daol el lenn[5]

Un niver a enezennoù zo el lenn Tana. Depantout a ra o niver eus live an dour. Diskennet eo eus 1,80 m e-doug ar 400 vloaz diwezhañ. Hervez Manoel de Almeida (ur misioner eus Portugal e deroù ar XVIIvet kantved) e oa 21 enez, seizh pe eizh anezhe gant manatioù warne[6]. Pa voe gweladennet ar vro gant James Bruce e 1771 e skrivas e lavare tud ar vro e oa 41 enezenn daoust ma krede e oa war-dro 11[6]. E 1881, Anton Stecker a ergerzhas al lenn, ar pezh a roas tu da sevel kartennoù resis[7] hag a gontas 44 enezenn[8]. Un douaroniour eus an XXvet kantved a anvas 37 enezenn. Krediñ a rae e oa ilizoù pe manatioù war 19 anezhe[6]

Dilerc'hioù eus impalaerien gozh Etiopia ha teñzorioù eus Iliz Etiopia zo dalc'het e manatioù digenvez an inizi (en o mesk Kebran Gabriel, Ura Kidane Mehret, Narga Selassie, Daga Estifanos, Medhane Alem war Rema, Kota Maryam, ha Mertola Maryam). War enezenn Tana Qirqos ez eus ur roc'hell, bet diskouezet da Paul B. Henze, m'he dije graet ar Werc'hez Vari un diskuizh pa oa o kuitaat Egipt. Hervez ar pezh a oa bet lâret dezhañ, Sant Frumentius, a avielas Ethiopia, a vije bet douaret war enezenn Tana Cherqos[9]. Interet eo korf Yekuno Amlak e manati Sant Stephen war Enezenn Daga. E-touez an impalaerien douaret ivez e Daga emañ Dawit I, Zara Yaqob, Za Dengel, ha Fasilides.

Krediñ a reer e voe savet ar manatioù war lec'hioù relijius koshoc'h. En o zouez emañ manati Debre Maryam, savet er XIVvet kantved ha manati Narga Selassie, savet en XVIIIvet kantved, Tana Qirqos (ma vije bet miret an Arc'h aliañs a-raok bezañ kaset da Axum), hag Ura Kidane Mehret.

  1. Garstin & Cana 1911.
  2. Lake Tana, source of the Blue Nile. Observing the Earth. European Space Agency (5 November 2004).
  3. (1967–68) Statistical Abstract of Ethiopia. 
  4. Pajenn degemer eus Lec'hienn Mirva biosferenn al lenn Tana
  5. 5,0 ha5,1 (2009) "Lake Tana: Source of the Blue Nile", The Nile, Monographiae Biologicae. 163–192 p. DOI:10.1007/978-1-4020-9726-3_9. ISBN 978-1-4020-9725-6. 
  6. 6,0 6,1 ha6,2 C.F. Beckham and G.W.B. Huntingford, Some Records of Ethiopia, 1593-1646, (series 2, no. 107; London: Hakluyt Society, 1954), p. 35 and note.
  7. Garstin & Cana, 1911
  8. Hayes, A.J. (1905). The Source of the Blue Nile: A Record of a Journey Through the Soudan to Lake Tsana in Western Abyssinia, and of the Return to Egypt by the Valley of the Atbara. Smith, Elder & Company. 73 p. 
  9. Paul B. Henze, Layers of Time: A History of Ethiopia (New York: Palgrave, 2000), p.73. (ISBN 978-0312227197)

Developed by StudentB