Lenn Tanganyika | |
---|---|
Broioù : | Tanzania, Zambia, Republik Demokratel Kongo, Burundi |
Rannvroioù : | Reter Afrika |
Gorread : | 18.900 km² |
Donder brasañ : | 1470 m |
Hed ar ribloù : | 1828 km |
Adstêr(ioù): | Ruzizi, Malagarasi, Kalambo |
Diazad doureier : | 231.000 km² |
Kêrioù pennañ war ribl al lenn : |
Kigoma, Kalemie, Bujumbura |
Al lenn Tanganyika zo ul lenn vras e reter kreiz Afrika. Emañ 773 metr a-us live ar mor[1] ha tost da 1.470 metr eo he donder. An eil lenn vrasañ eo en Afrika, gant ur gorread a 18.900 km³, goude al lenn Victoria. An eil lenn zonañ er bed eo, goude al lenn Baikal.
En em astenn a ra a-hed 673 km eus an norzh d’ar su ha forzhik bagoù a vez warni. Unan eus Lennoù Bras Afrika eo, war an harzoù etre Zambia, Republik Demokratel Kongo, Tanzania ha Burundi.
Diouti ez a stêrioù hag a zo adstêrioù d’ar stêr Kongo, en em daol er Meurvor Atlantel. Talvezout a ra hec'h anv, e swahili, kement hag “a-dreñv Tanga” (anv ur gêr hag ur c’horn-bro war aod Tanzania). Diwar al lenn e oa bet anvet ar vro a oa bet trevadennet gant Alamaned e reter Afrika, Tanganyika.
En-dro d’al lenn e kaver un nebeud kêrioù bras, evel Bujumbura, kêr-benn Burundi, Kigoma, e Tanzania, zo liammet dre an hent-houarn ouzh Dar es Salaam, ha Kalemie, ur porzh bras e Kongo.