Lennegezh vrezhonek

Ken kozh ha  diwezh an Xvet kantved GJK e seblant bezañ adegadur ar skrid brezhonek koshañ, met ne gaver ket un wir destenn a-raok kreiz ar XVvet kantved a c'hell bezañ renket evel roudenn gentañ al lennegezh vrezhoneg. Gant Arzel Even[1] ha Yann-Ber Piriou[2] eo bet degaset an evezh m'eo bet kollet kazi an holl dornskridoù brezhonek savet a-raok ijinadur ar moullañ. Al lennegezh vrezhonek kollet eo anv ar yoc'h a skridoù lennegezh a c'heller goulakaat m'eo bet anezho er Grennnamzer.

  1. Arzel Even, "Hol lennegezh kollet". E-barzh Al Liamm, niv. 141.
  2. Savet eo bet un dezenn diembann gant Yan-Ber Piriou dirak Sko-Veur Roazhon 2, La littérature bretonne perdue, he zitl (Al lennegezh vrezhonek kollet).

Developed by StudentB