Levr Daniel (Da) a zo unan eus levrioù an Tanac'h, renket er Skridoù, an trede lodenn etre Levr Ester ha Levr Ezra Er Bibl katolik e kaver anezhañ renket e-touez ar levrioù profedek etre hini Yehezkel ha hini Hoshea, kentañ levr ar profeded “vihan”.
Div vammenn a zo, hini an Tanac’h, lod en hebraeg, lod en arameeg hag an hini c’hresianek gaat lodennoù ouzhpenn.
Div droidigezh e gresianeg a gaver : hini ar Seikont ha hini Deodosion. Dibabet o deus troerien An Tour-Tan treiñ ar stumm diwezhañ e brezhoeg peogwir ez eo tostoc’h, a lavarer, d’ar skridoù semitek[1].
Haroz al levr Daniel a zo ur Yuzev yaouank bet forbannet e Babilon, un den gouiziek hag ampart anezhañ war ar skiantoù kevrinek, deuet en abeg da se da vezañ brudet e bro Galdea. N’heller ket lavarout e vefe istorek an holl darvoudoù danevellet el levr. Ar pezh a fell d’an aozer eo diskouez emañ hollc’halloud an Aotrou o ren, diouzh e c’hrad, tud ha darvoudoù zoken pa seblant an nerzhioù-enep kaout an trec’h. Emañ pobl Yehouda en harlu ha kalz a zo en arvar da vezañ digalonekaet…
Levr an esperañs a c’heller ober eus Levr Daniel n’eo ket hepken diwar istor Daniel met dre ar gweledigezhioù lakaet gant an oberour war gont e haroz hag a servij dezhañ moarvat da zeskrivañ ar mareoù a reuzioù dirollet war ar Yuzevien dindan heskinerezh ar vistri hellenek da vare Antioc'hos IV Epifan (175-164 kent JK). El levr e kaver meneg adsav ar re bet lakaet da varv abalamour d’o feiz d’ar vuhez. (Da, 12,1-3)[2].
El lodenn c’hresianek e kaver teir zestenn[3] :