Lizherenneg etruskek

Al lizherenneg etruskek a zo ul lizherenneg hiziv chomet dizuz bet implijet en Henamzer evit skrivañ an etruskeg bet diorroet diwar skouer lizherenneg c'hresianek ar c'hornôg. Levezonet e oa bet al lizherenneg latin gant al lizherenneg etruskek.

An daolenn Marsiliana, a dehoù da gleiz: ABGDEVZHΘIKLMN[Ξ]OPŚQRSTUXΦΨ

An daolenn Marsiliana a zo anezhi an destenn-skrid kentañ bet kavet oc’h implijout al lizherenneg etruskek (tro-dro da 700 a-raok ar marevezh voutin). Warnañ e vez kavet c’hoazh al lizherenn bremañ diamzeret san ha qoppa met n'eo a ket bet diorroet c’hoazh al lizherenn omega.

Ψ Φ X U T S R Q Ś P O Ξ N M L K I Θ H Z V E D G B A
Ψ Φ X U T S R Q Ś P O Ξ N M L K I Θ H Z V E D G B A
Al lizherenneg etruskek keñver-ouzh-keñver gant lizherenneg gresianeg ar c’hornog

Menel digemm a reas al lizherenneg etruskek betek 600 a-raok ar varevezh voutin ha skrivet e veze ken alies a gleiz da dehoù hag er c’hontrol. Adalek ar poent-se avat e krogas da gemmañ o heuliañ kemmoù fonologek an etruskeg.. Daou c’hant vloaz war-lerc’h e veze skrivet kaze atav a gleiz da dehoù oc’h implijout an 20 lizherenn-mañ:

ACEVZHΘILMNPŚRSTUΦΨF

Krouet e oa bet ul lizherenn nevez, F evit ober diouzh ar son [f] e lec’h FH. Ne veze ket implijet ken na B na D oc’h ober kentoc’h gant P ha T nemetken, hag ober a raed gant G pe C e lec’h K ha U e lec’h O. Silabennek e oa deuet da vezañ e gwirionez al lizherennoù C, K ha Q d’ar mare-se dre ma vezent lennet CE, KA ha QU.

Implijet e oa bet al lizherenneg klasel-se betek an Eil Kantved a-raok ar varevezh voutin, m'ac'h eas an etruskeg da get.


Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.

Developed by StudentB