Llandeilo Bertholau (saoznekaet e Llantilio Pertholey) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e Sir Fynwy, e gevred Kembre. Emañ en hanternoz da Y Fenni. Er gumuniezh emañ, ouzhpenn kêriadenn Llandeilo Bertholau hec'h-unan, kêriadenn Llanddewi Ysgyryd.
Er gumuniezh emañ torgenn Ysgyryd Fawr, krec'henn uhelañ ar Mynydd Du, a zo 486 metr uhelder.
Eus an XIIIvet kantved eo iliz Sant Teilo. E Llandeilo Bertholau e voe prizoniet Rudolf Hess e-pad ur pennad.
E 2011 e oa poblet ar gumuniezh gant 3 906 a dud, ha 382 anezho (10,2%) a oa kembraegerien[1].