Llandogo

Llandogo hag ar stêr Gwy.

Llandogo[1], pe Llaneuddogwy, zo ur gêriadenn eus Kembre, e Sir Fynwy. Emañ e reter ar gontelezh, tost d'ar vevenn etre Sir Fynwy ha Gloucestershire (Bro-Saoz), er gornaoueg d'ar stêr Gwy hag en hanternoz da Abati Tyndyrn.

Llandogo zo e kumuniezh hag e parrez Tryleg. Hervez a gonter e teu anv ar gêriadenn eus sant Euddogwy (Oudoceus e latin), unan eus an tri sant enoret en iliz-veur Llandaf. Hervez Levr Llandaf e oa Euddogwy o vevañ er VIIvet kantved e kreisteiz Kembre. Savet en dije un iliz e Llaneuddogwy, un anv aet da Llandogo diwezhatoc'h. An iliz a weler bremañ avat a voe savet etre 1859 ha 1861.

  1. Enwau Cymru - Canolfan Bedwyr

Developed by StudentB