Llandysilio (Sir Benfro)

Iliz sant Tysilio, iliz-parrez Llandysilio

Llandysilio, pe Llandysilio-yn-Nyfed pe Llandysilio-yn-y-Nefyd (Llandissilio e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre e reter Sir Benfro. Emañ war an hent etre Arberth ha Crymych, nepell diouzh harzoù Sir Gaerfyrddin.

Gouestlet eo an iliz da sant Tysilio, ur sant kembreat eus ar VIIvet kantved. E-barzh an iliz ez eus mein eus ar Vvet kantved ha warno enskrivadurioù kozh[1].

Hervez George Owen, naturour hag istorour marvet e 1613, e oa bevenn yezh Sir Benfro, anvet "linenn Landsker", o tremen dre Llandysilio en amzer-hont.

Douaret eo bet ar barzh kembraek Waldo Williams e Llandysilio.

  1. UCL Institute of Archeology

Developed by StudentB