Loar | |
---|---|
Doareennoù he c'helc'htro | |
Skin etre | 384 400 km |
Ezkreizennegezh | 0,0554 |
Prantad reveulziañ | 27,322 devezh |
Stouadur | cheñch a ra etre 28,60° ha 18,30° |
Adplanedenn | eus an Douar |
Doareennoù fizik | |
Treuzkiz keheder | 3 475 km |
Gorread | 3,794×107 km² |
Mas | 7,348×1022 kg |
Mas volumek etre | 3,344×103 kg/m³ |
Gravitadur war he gorre | 1,62 m/s² |
Prantad treiñ | sinkronek |
Stouadur an ahel | a cheñch etre 3,60° et 6,69° |
Albedo | 0,12 |
Tizh frankizadur | 2,38 km/s |
Temperadur war he gorre | izelañ 98 K etre 196 K uhlañ 398 K |
Doareennoù hec'h atmosfer | |
Gwask atmosferek | 3×10-10 Pa |
Heliom | 25 % |
Neon | 25 % |
Hidrogen | 23 % |
Argon | 20 % |
Metan |
roudoù |
Al Loar eo adplanedenn nemeti an Douar[1]. Pempvet brasañ loarenn koskoriad an Heol eo, hag an eil douesañ goude Io, ul loarenn eus Yaou[2]. Treiñ a ra tro-dro d'an Douar en un doare sinkronel, da lavaret eo e tiskouezh atav ar memes tu dezhañ. Kaoz eo da dre ha lañv ar morioù.[3]
384 402 km eo ar pellder kelc'htroel keitat etre an Douar hag al Loar. He reveulzienn a bad 27.3 deiz. Furmet e vijet bet 4.51 miliard bloaz zo, nebeut goude an Douar. N'he deus ket nag aergelc'h, nag hidrosferenn, na maez gwarellek koulz lavaret. Ur c'hwec'hvedenn eus hini an Douar eo he founnerder (0.1654 g).
Evel eil korf-egor goude an Heol hag a c'hall bezañ gwelet en oabl gant an dud, hag abalamour da gelc'hiad reoliek he arvezioù, eo bet atav al Loar un dave hag un awen evit an holl gevredigezhioù, en o yezh, reizhiad kalenderel, arz ha mojennoù.