Loeiz IX (Bro-C'hall)

Loeiz IX (anavezet gwelloc’h evel sant Loeiz) a zo bet ganet d’ar 25 a viz Ebrel 1214 pe 1215, e Poissy, en Yvelines (Bro-C'hall) moarvat, ha marvet d’ar 25 a viz Eost 1270 e Tuniz (Tunizia).

Roue Bro-C'hall e oa adalek 1226 betek 1270.

Louis IX ou saint Louis
Bibliothèque Nationale de France

Diorroen a reas ar justis roueel ma teuio ar roue da vezañ ar "justiser uhelañ" a-us justis an aotronez gladdalc’hel.

Mab e oa da Loeiz VIII (1187-1226), lesanvet Loeiz al Leon, roue Bro-C’hall, ha Blanche de Castille (1188-1252). Breur henañ Charlez Iañ Sikilia e oa.


Developed by StudentB