Rann eus | Soviet Russia Armed Forces, Soviet Armed Forces |
---|---|
Deiziad krouiñ | 23 C'hwe 1918 |
Anv berr | РККА |
Anvet diwar | red |
Diazezer | Jozef Stalin, Nikolai Podvoisky, Vladimir Lenin |
Stad | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
Raklec'hiet gant | Russian Revolution Army |
Heuliet gant | Soviet Army |
Erlec'hiañ a ra | Red Guards |
Deiziad divodañ | 25 C'hwe 1946 |
Commanded by | Headquarters of the Supreme High Command |
Al Lu Ruz pe Arme Ruz (e rusianeg: Красная армия, Krasnaya armiya; anv klok: Rabotche-krest'yanskaya Krasnaya armiya Рабоче-крестьянская Красная армия - Lu Ruz ar vicherourion hag ar gouerion) a oa bet savet e Genver 1918 e Rusia gant ar Volcheviked, nevez-kemeret ar galloud gante. E 1946 e teuas da vezañ, ent-ofisiel, an Arme Soviedat (Советская армия, Sovyetskaya armiya), met kendalc'het e voe d'ober gant al lesanv "Arme Ruz". Al Lu Ruz a vez lakaet war-raok evel al lu war zouar diazez d'an trec'h Kevredet wat tachenn Europa e-pad an Eil Brezel-bed. E-pad an oberiadurioù-brezel war Talbenn ar Reter stourmet e oa bet ganti a-enep 75%–80% eus nerzhioù douar Alamagn an Trede Reich (Wehrmacht Heer ha Waffen-SS) implijet e-pad ar brezel. Darn kolloù Alamagn hag e harperien a voe dre al Lu ruz kement hag aloubadeg kêr-benn ar Reich Berlin. Padet eo betek diwezh an URSS e diwezh miz Kerzu 1991.