Unaniezh Europa | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Groussherzogtum Lëtzebuerg Grand-Duché de Luxembourg Großherzogtum Luxemburg | |||||||
| |||||||
Yezhoù ofisiel | Luksembourgeg Galleg Alamaneg | ||||||
Kêr-benn | Luksembourg | ||||||
Gorread • En holl • % dour |
2 586 km² < 0,2% | ||||||
Poblañs • Hollad • Stankter |
660 809 (2023) 255 ann./km² | ||||||
Dug-meur | Henri | ||||||
Kentañ ministr | Luc Frieden | ||||||
Gouel broadel | 23 a viz Even | ||||||
Moneiz | Euro (€) | ||||||
Kod pellgomz | 352 | ||||||
Kod Internet | .lu |
Dugelezh Veur Luksembourg (e luksembourgeg: Groussherzogtum Lëtzebuerg, e galleg: Grand-Duché de Luxembourg, en alamaneg: Großherzogtum Luxemburg) zo ur vro vihan en Europa ar C'hornôg, etre Belgia, Alamagn ha Bro-C'hall. Nebeutoc'h eget un hanter vilion a dud a zo o chom enni, evit bout ur gorread a 2 600 km² dezhi.
Un demokratelezh barlamantel gant ur vonarkiezh vonreizhel eo Luksembourg. Renet eo gant un Duk-Meur. An dugelezh veur zieub nemeti er bed eo. E-barzh Unaniezh Europa emañ an dugelezh, (ha hi unan eus ar c’hwec'h bro a ziazezas an aozadur); en AFNA hag er Beneluks emañ ivez.
War an harzoù etre Europa romanek hag ar broioù germanek emañ an dugelezh veur ha kustumoù he deus amprestet digant an daou sevenadur-se. Teiryezhek eo ar vro, daoust ma'z eo ar galleg eo yezh ar velestradurezh. Galleg, luksembourgeg hag alamaneg eo ar yezhoù ofisiel. Ur stad lik eo met katolik eo an darn vrasañ eus an dud.