Malteg

Malteg
(Malti)
Perzhioù
Komzet e : Malta
Komzet gant : ~350 000
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù afrez-aziatek

 Yezhoù semitek
  Semiteg ar c'hreiz
   Yezhoù arabek
    Malteg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Malta
Akademiezh : Il-Kunsill Nazzjonali ta' l-Ilsien Malti (abaoe 2005) [1]
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 mt
ISO 639-2 mlt
ISO 639-3
Kod SIL mlt
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh semitek ar c'hreiz eus is-skourr ar yezhoù arabek eo ar malteg (malti) komzet gant tro-dro da 350 000 den en holl, dreist-holl e Malta (300 000 den e 1975) ha dre ar bed en Aostralia, Kanada, Italia, Tunizia, ar Rouantelezh Unanet hag er Stadoù-Unanet.

Ur yezh semitek an hini eo diorroet diwar yezhoù arabek ar Maghreb ha chomet eo tost struktur ar yezh ouzh hini arabeg Tunizia e meur a geñver da skouer. Ar geriadur, avat, a zo bet levezonet-don gant ar yezhoù romanek ha dreist-holl gant an italianeg.

Seizh rannyezh ez eus:

  • Malteg unvan
  • Malteg ar Porzh
  • Malteg ar c'hornôg
  • Malteg ar reter
  • Malteg ar c'hreiz
  • Zuriekeg (zurrieq)
  • Malteg Gozo

Skrivet e vez gant al lizherenneg latin, gant un nebeud lizherennoù ispisial ouzhpenn :

Lizherenn LFE
Ċ
Ġ
  talvezout a ra da hiraat ar vogalenn a-raok, a-hend all e vez distaget evel c'h brezhoneg e diwezh ur ger pe a-raok h
Ħ ħ evel c'h e brezhoneg.
Ż z

Developed by StudentB