Marc'had Nedeleg anvet ivez Christkindlmarkt, Marché de Noël, Christkindlesmarkt, Christkindlmarket, pe Weihnachtsmarkt, zo ur marc'had straed liammet ouzh lidoù Nedeleg e-pad peder sizhun an Azvent. Ar marc'hadoù-se a gav o orin en Alamagn met a-benn bremañ a vezont kavet e kalz broioù all. Istor marc'hadoù Nedeleg a grog er Grennamzer e-kostez ar broioù alamanek kement hag e lodennoù eus an Impalaeriezh Santel gant ul lodenn eus reter Bro-C'hall ha bro Suis a-vremañ. Strietzelmarkt Dresden a oa bet dalc'het evit ar wech kentañ e 1434. Marc'had Nedeleg Bautzen (dalc'het evit ar wech kentañ e 1384), hini Frankfurt (testeniet e 1393) ha München (e 1310) hag Augsburg (e 1498) zo koshoc'h c'hoazh. Marchad Kerzu Vienna a oa un doare marc'had Nedeleg met ur foar vras dreist-holl a oa kroget e 1294.