Marco Polo

Marco Polo

Marco Polo (15 a viz Gwengolo 12548 a viz Genver 1324) a oa ur marc’hadour hag ur beajour, genidik eus kêr Venezia. Unan eus an Europiz kentañ eo bet o vont gant Hent ar seiz betek Sina (anvet gantañ Catai). Kontet en deus e eñvorennoù beaj en ul levr anvet Il Milione (diwar ar ger italianek evit milion pe diwar al lesanv Emilione roet d’e familh). Evit lod ez eo Marco Polo ur beajour dispar, tra ma lavar lod all e oa ur fougeer.

Krediñ a reer e voe Marco Polo hag e gerent o vevañ e Sina e-pad seitek vloaz a-raok distreiñ da Venezia. Pa voe deuet en-dro e voe prizoniet Marco Polo e-pad ur brezel etre Venezia ha Genova. En toull-bac’h e stagas da gontañ e eñvorennoù a voe lakaet dre skrid gant Rustichello da Pisa el levr Il Milione.


Developed by StudentB