Inizi Mariana an Norzh[1] (Northern Mariana Islands pe Northern Marianas e saozneg; Notte Mariånas e chamorro), zo un enezeg er Meurvor Habask, dalc'het gant Stadoù-Unanet Amerika. Pevarzek enezenn zo anezho, en ur wareg en norzh da enez Guam. Inizi Mariana a lavarer eus ar pemzek enezenn (Guam ha Mariana an Norzh).
E saozneg int anvet ent-ofisiel the Commonwealth of the Northern Mariana Islands (CNMI), hag heñvel eo o statud Commonwealth stadunanat ouzh hini Puerto Rico.
Hanter hent emaint etre Hawaii hag ar Filipinez hag etre Japan ha Ginea-Nevez. 463,63 km² zo anezho holl hag e 2010 e oa 53 883 a dud o chom enne. 90% avat zo o chom e Saipan. Eus ar pevarzek all n'eus nemet teir — Tinian, Rota hag Alamagan — a zo poblet.