Rouantelezh Mauretania | ||||
| ||||
Kêr-benn | Dianav | |||
Gouarnamant | Monarkiezh | |||
Istor | ||||
- Krouet | 110 kt J-K | |||
- mont a ra d'ur broviñs romanek | 40 |
Ur rouantelezh verber war aod Norzhafrika e oa Mauretania (anvet diwar anv ar meuriadoù Mauri a roas o anv d'ar Vaoured diwezhatoc'h). En em ledañ a rae war kornôg Aljeria, ar Plaza de soberanía spagnol hag hanternoz Maroko. Ne oa ket diazezet rouantelezh Mauretania e-lec'h m'emañ Maouritania hiziv war aod ar Meurvor Atlantel e su Sahara ar C'hornôg.
Gant emled an Impalaeriezh roman e teuas Mauretania da vezañ ur rouantelezh suj. Roma a anvas enni ar roue suj Juba II eus Numidia. Pa varvas Juba e 23 e savas e vab Ptolemaios Mauretania war an tron en e lec'h. Desavet e oa bet Ptolemaios e doare ar Romaned. E 40 e voe lazhet gant Caligula a zivizas stagañ Mauretania da vat ouzh an Impalaeriezh evel ur broviñs roman e 42 dindan ur gouarnour impalaerel (ha neket unan a-berzh ar Sened).
Er Iañ kantved e tivizas an Impalaer roman Glaoda Iañ rannañ Mauretania e div lodenn etre Mauretania Caesariensis ha Mauretania Tingitana a-hed linenn ar stêr Mulucha (Muluya) e-tro 60 km er c'hornôg da kêr Oran hiziv :
Un Impalaer eus Roma zo bet genidik eus Mauretania : ar marc'heg Macrinus, a dapas krog er galloud goude muntr Caracalla e 217, nemet trec'het e voe d'e dro ha lakaet d'ar marv war urzh an impalaer Elegabalus er bloaz war-lerc'h.
A-c'houde Tetrarkiezh an Impalaer Diokletian (293), e voe rannet ar vro e teir froviñs pa voe tennet ar vro reterañ vihan Sitifensis diouzh Mauretania Caesariensis.