Mayotte

Setu pelec'h emañ Mayotte.


Mayotte
Kartenn Mayotte
Kartenn Mayotte
Anv shimaore Maore
Anv gallek (ofisiel) Mayotte
Melestradurezh
Riez Frañs Frañs
Rannvro Mayotte
Pennlec'h
(prefeti)
Mamoudzou
Prezidant ar c'huzul-departamant Soibahadine Ibrahim Ramadani (UMP)
Prefed Jean-François Colombet
Kod EBSSA 976
Kod ISO 3166-2 FR-YT
Poblañsouriezh
Poblañs 256 518 ann. (2020)[1]
Stankter 682 ann./km²
Douaroniezh
Kenurzhiennoù 45° 09′ 47″ Norzh
12° 48′ 12″ Kornôg
/ 45.1631, -12.8034
Gorread 376 km²
Adrannoù
Arondisamantoù 1
Pastelloù-bro 2
Kantonioù 13
Etrekumuniezhioù 5
Kumunioù 17


Mayotte (Maore e shimaore, Mahori e kibushi) a zo un enezenn e Meurvor Indez hag unan eus tiriadoù tramor Bro-C'hall betek 2011, hag un departamant tramor abaoe an 31 a viz Meurzh 2011. Unan eus an inizi Komorez eo Mayotte, etre douar-bras Afrika ha Madagaskar. D'an 22 a viz Kerzu 1974 e voe dalc'het ur referendom en enezenneg a-bezh, d.l.e. ar bastell-vro votiñ, evit dibab etre dont da vout dizalc'h pe chom dindan beli Bro-C'hall. 90% eus ar voterien a zibabas an dizalc'hidigezh en enezenneg a-bezh, met nac'het e voe an dizalc'hidigezh en enezenn Mayotte. Pa zeuas an inizi all da vezañ dizalc'h diouzh Bro-C'hall, e 1978, e tibabas tud Mayotte derc'hel da vezañ un tiriad gall. Da-heul ur referendom dalc'het e miz Meurzh 2009 eo deuet enez Mayotte da vezañ un departamant gall d'an 31 a viz Meurzh 2011.

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA

Developed by StudentB