Melen | |
---|---|
Bukit war pep liv da welout e god HTML | |
Skalfad tredanwarellek | |
Trohed | 575 – 585 nm |
Talm | 521 – 512 THz |
Bonekadur | |
| |
HTML | #ffff00 / #ff0 |
sRGB | (255, 255, 0) |
CMYK | (0, 0, 100, 0) |
HSV | (60, 100, 100) |
| |
Ur c'huzh-heol melen |
Melen a reer eus al liv gweladus a zo etre gwer 0000 hag orañjez 0000 er skalfad gwelus, adalek an trohed 575 nm betek an trohed 585 nm. Orañjez eo al liv diwezhañ a weler pa vez hiroc'h an trohed eget 585 nm, o tont eus an danruz, ha gwer eo an hini kentañ war-du an uslimestra, pa vez an trohed berroc'h eget 575 nm.
Ar skalfad gwelus | ||
---|---|---|
USLIMESTRA | DANRUZ |
Unan eus al livioù diazez eo ar melen el liverezh a-gevret gant ar glaz hag ar ruz, kouls hag er moullerezh hervez An hiniizhiad CMYK, a-gevret gant ar cyan, ar magenta hag an du. Ul liv eilrenk eo avat e skrammoù ar skinwel ha re an urzhiateerioù, ma vez diskwelet dre veskañ ruz ha gwer.
Meur a arliv melen a weler an natur : plant, loened, melen ur vi... hag ar mel evel-just, alese anv al liv. An heol a weler melen a-wezhioù, pa vez gwariet ar skinoù berroc'h (adalek ar gwer betek an uslimestra).