Meles Zenawi

Zenawi (2008)

Meles Zenawi Asres (8 a viz Mae 1955 - 20 a viz Eost 2012) a oa ur politikour etiopian, bet prezidant ar vro.

Ezel e voe eus Luskad Dieubidigezh Pobl Tigray, ur strollad gouvrezelerien enebet ouzh an Derg, ha mont a reas da brezidant anezhañ e 1989. Goude ma voe roet lamm da renad an Derg e teuas da vezañ prezidant ar gouarnamant da c'hortoz d'an 28 a viz Mae 1991 ha chom gant ar garg-se betek an 22 a viz Eost 1995. E-pad e brezidantelezh e voe embannet dizalc'hiezh Eritrea (1993). Goude dilennadeg 1995 e teuas da vezañ ministr kentañ Etiopia.



Developed by StudentB