Metan

Metan • CH4

Niverenn EINECS 200-812-7
Niverenn CAS 74-82-8
Kod R50

Formulenn diorroet plaen
   H
   |
 H-C-H
   |
   H
  
Perzhioù Fizikel
Mas molekulel 16,043 u
Temperadur teuziñ 90,55 K (-182,6 °C)
Temperadur berviñ 111,75 K (-161,4 °C)
Poent tric'hement 90,68 K (-182,47 °C)
11,7 kPa
Poent kritikal 190,45 K (-82,7 °C)
4,596 MPa
Mas volumek
(da -164 °C)
415 kg/m³

Ar metan (CH4) zCH4) o un hidrokarbon eus rumm an alkanoù. Ar volekulenn-se he deus un atom karbon (C) ha 4 atom hidrogen (H).

Ar metan eo elfenn bennañ ar gaz naturel. Bez' eo ivez elfenn bennañ ar biogaz deuet eus goadur materioù organek loen pe struj en diank oksigen. Savet eo gant bakterioù metanogenek a vev e meteier anaerobiotek eleze hep oksigen.

Ar metan eo ivez an hidrokarbon klasel nemetañ a c'heller kaout dre un argerzh biologel naturel. Gaz naturel dreist-holl, ha dre se gaz fosilek, a vez implijet, met diorroet e vez implij ar metan adnevezapl, a vez graet biogaz anezhañ ivez : Sveden, Alamagn, Danmark, Viêt Nam, Kambodja, Sina, India...

Dilaosket e vez ar metan ent naturel en takadoù gleborek nebeut oksigenek evel ar geunioù hag an douaroù beuz. En em furmiñ a ra ivez e-barzh stomok ar bronneged hag ez eo gaz pennañ ar brammoù hag al loufoù.

Kementadoù bras a vetan a vez paket e deun ar meurvorioù dindan stumm hidratoù metan. Met da ziwall zo : karbon ar metan fosilek, n'eo ket ken karbon 14 (14C) e-giz ma vez peurvuiañ, met e izotop : ar c'harbon 12 (12C) (diwar an dezintegradur izotopek c'hoarvezet e-pad degadoù a viliadoù a vloavezhioù). Ma teu an hin da dommañ kalz e c'hellfe ar 12C bezañ dilaosket fonnus, ar pezh a zegasfe kudennoù ekologel niverus ouzhpenn. A-gevret gant ar 12C e vefe memes tra gant ar CO2 fosilek paket kementadoù brasoc'h anezhañ c'hoazh e deun ar meurvorioù dindan stumm holenoù (bikabonatoù dreist-holl).


Developed by StudentB