Ar Mezozoeg, bet anvet Eil hoalad, a zo un hoalad douarouriezhel en deus padet etre -251 à -65,5 milion bloavezhioù. E korf an amzervezh-mañ en deus tarzhet spesadoù bronneged ha dinasaored. Echuiñ a ra gant Marvedigezh ar C'hleizeg.
E deroù ar Mezozoeg e oa tolpet an holl douaroù divoret en ur dreistkevandir, ar Pangea. E korf an hoalad en em zisrannañ ar Pangea etre daou gevandir bras, Laurazia ha Gondwana.
Laurazia a ya d'en em zisrannañ ivez etre Norzhamerika ha Eurazia ha Gondwana a zo bet orin pevar kevandir : Suamerika, Afrika, Aostralia hag Antarktika.
Oadvezh an dinosaored a zo unan eus anvioù ar Mezozoeg hag en amzervezh-mañ eo bet gwelet diorroadur al laboused kentañ, ar bronnegeg kentañ hag ar plant angiosperek. Pep a stumm buhez a vez kavet ha pa ve dindan ur stumm kentidik (evit ar bronneged, da skouer).
Rannet e vez ar Mezozoeg etre tri sistem :