Ur vitokondrienn zo un organit, dezhañ holl berzhioù un organeg prokariot, gronnet gant ur groc'henenn doubl graet gant pep a wiskad fosfolipidek doubl, hag a a gaver er pep brasañ eus kelligoù an eukarioted[1]. N'o c'haver ket e-barzh an globulennoù ruz deut d'o ment avat nag e loened arvevat zo evel Henneguya zschokkei). Etre 0,75 ha 3 µm treuz a vez dezhe peurliesañ hag o stumm a c'hall cheñch kalz[2].
Kavout a reer betek 2000 anezhe e pep kellig, ha peurliesañ e vezont e takadoù ar c'helligoù a vevez adenozin trifosfat (ATP). Skoazellañ a reont produadur an ATP, hini meur a genfaktor metabolek (NADH, FADH2) hag ur roll o deus e meur a argerzh e-giz ar c'hehenterezh, an disheñveladur, an apoptoz hag e reoliadur kelc'hiad ar c'helligoù[3]. Liammet eo ar mitokondriennoù ivez gant kleñvedoù zo evel daleoù spered[4], kudennoù ar galon[5] hag ur roll a-bouez o deus ivez en argerzh kozhañ.
Diwelus eo ar mitokondriennoù gant ar mikroskop optek pa ne vezont ket livet gant livadoù bevoniel (rhodamin 123 ha glas Janus B). Evit o studiañ pizh e reer gant ar mikroskop elektronek a zo gwelloc'h e rezolvadur.
Displegan a ra an damkan endosimbiotek[6] bezañs mitokondriennoù e kelligoù an eukarioted dre endokitoz (degemer) un α-proteobakteria en ur c'hellig ostiz, meur a viliard a vloavezhioù zo. Abalamour da se ez eo disheñvel TDN ar mitokondriennoù diouzh hini kalon ar gellig, ha degaset e vez peurliesañ eus tu ar vamm.