Ul ledennad dour-sall bras-tre eo ar mor (liester : morioù). Er ster hollekañ e c'holo ar mor war-dro 70,8% eus an voul-douar, war ur gorread a 361 000 000 km², strewet ennañ ar c'hevandirioù. Meurvorioù a reer eus ar morioù brasañ a zo etre ar c'hevandirioù.
En douaroniezh e vez roet ur ster strizh d'ar ger "mor" : ul ledennad dour-sall bevennet tamm pe damm gant kevandirioù ; daou vor zo enklozet e-kreiz ur c'hevandir : Mor Aral ha Mor Kaspia (ul lenn sall eo ar Mor Marv) e gwirionez. Dre astenn-ster e reer "morioù" eus ledennadoù dour dous bras evit o zermeniñ evel brasoc'h eget al lennoù all ; lakaet e vezont da vorioù diabarzh : Lenn Geneva, Lenn Poyang, Lenn Tai, Lenn Tiberiad, Lenn Van, meur a lenn vras e Kanada hag er Stadoù-Unanet), e-kreiz Azia hag e Suamerika (al Lenn Titicaca, da skouer).
Dre hevelebiezh koulskoude ez eus "morioù" dizour, ar re a greder gwelet war lod planedennoù. War al Loar ez eus bet badezet meur a vor, da skouer : Mor ar Sioulded ha Mor ar Glaveier) ; heñvel zo bet graet war Veurzh.
Implijet e vez ar ger mor evit mareoù ar morioù o-unan war an Douar : setu ur mor mat (ul lanv mat).