Mor Su Sina

Mor Su Sina

Ul lodenn eus ar Meurvor Habask eo Mor Su Sina (南海, Nán Hǎi, e sinaeg, da lavaret eo Mor ar C’hreisteiz). En em ledañ a ra er su da Republik Pobl Sina hag en norzh da Indonezia, war ur gorread 3 500 000 km² pe war-dro. En-dro da Vor Su Sina emañ ivez Malaysia, Filipinez, Taiwan, Brunei, ha Vietnam.

Dre strizh-mor Taiwan eo digor war Mor Reter Sina, pelloc’h en hanternoz. Un 200 enezenn bennak zo e Mor Su Sina hag an hanter anezho a ya d’ober an inizi Spratly, un enezeg didud a vez dizemglev etre ar broioù tro-dro (Republik Pobl Sina ha Vietnam, dreist-holl) da c’houzout ouzh peseurt stad int stag.


Developed by StudentB