Morianeta

morianeta
Iskevrennad euskenwerzh ar sklaved Kemmañ
Rann eusblack market Kemmañ
GouzañverienAfrican people Kemmañ
War hent marc'had ar sklaved.

Ar morianeta, pe sklaveta a-wechoù, eo an ober a veze kaset en-dro gant tud Europa en Afrika, etre ar XVIvet kantved (dreist-holl) hag an XIXvet, pa glaskent afrikaned (lesanvet morian d'ar mare-se) da gas da werzhañ da Amerika. E Breizh e voe kemeret perzh er c'henwerzh-se ivez, dre porzh Naoned dreist-holl, met ivez en Oriant ha Sant-Maloù.

Trizek kantved en deus padet ar morianeta, gant milionoù a dud skrapet ha lakaet da sklaved. Meur a hini a zo bet, dre vras e vez komzet eus tri doare morianeta. Diaes-diaes eo d'an istorourien kaout sifroù sirius ha memes kavout resis padelezh wirion ar c'henwerzh-se.

Morienata ar Sav-heol, pe morienata arab-muzulman gant 17 milion a dud deportet a-hed 13 kantved. Morienata etre Afrikaned gant 14 milion a dud deportet. Ar Morienata Atlantel gant 12 milion a dud deportet (90 % anezho e-kerzh 110 vloaz dreist-holl en XVIIIvet kantved).

Ur skouer "bitrakoù" eskemmet a-enep sklaved en Afrika : Cauris en Inizi Markiz ha perlezennoù Murano. Ur sklav a talveze etre 8 000 (1724) ha 80 000 cauris (1748) hervez an ezhommoù.

Developed by StudentB