Anv er yezh a orin | an Gorta Mór, the Great Famine |
---|---|
Lec'h | Iwerzhon |
Daveennoù douaroniel | 53°21′4″N 7°55′16″W |
Deiziad kregiñ | 1845 |
Deiziad echuiñ | 1852 |
Abeg kentizh | Phytophthora infestans, laissez faire, trevadennouriezh |
Naonegezh Vras Iwerzhon, pe An Gorta Mór [anˠ ˈɡɔɾˠt̪ˠə ˈmˠoːɾˠ] en iwerzhoneg ("An Naonegezh Veur"), The Great Hunger e saozneg, zo ur marevezh eus Istor Iwerzhon, etre 1845 ha 1849, ma renas an naonegezh er vro.
E kornôg ha kreisteiz ar vro dreist-holl, ar c'hornadoù gouezelekañ, e voe an naonegezh en he gwashañ, hag en amzer-se e veze lavaret An Drochshaol, "an droukvuhez". Ar bloaz gwashañ a voe e 1847, anavezet evel Black '47. Er c'heid-amzer-se e varvas ur milion a dud, hag ur milion ivez a zivroas, ma voe kollet etre 20% ha 25% a dud.
Anvet eo ar marevezh ivez the Irish Potato Famine, dreist-holl e-maez Iwerzhon. En amzer-se e oa taget ar patatez gant un amprevan anvet Phytophthora infestans.