A-raok 1790 e oa rannet Breizh etre nav eskopti, a vez graet anezho nav bro gozh Breizh dre ma oant al live melestradurel a-us da hini ar parrezioù, a-raok hini an dugelezh.
Ul lodenn eus istor Breizh zo en nav bro hengounel eta, a zo aroueziet war ar Gwenn-ha-du.
E 1790 e voe rannet ar vro etre pemp departamant gall ha ne voe ket anv eus Breizh ken er velestradurezh, a-raok krouidigezh ar rannvro pevar departamant.