Er yezhoniezh e vez implijet an termenoù ni endalc'hus (saoz.: inclusive we) ha ni ezdalc'hus (saoz.: exclusive we) evit komz eus un diforc'h graet gant yezhoù zo etre daou stumm raganv-gour ar c'hentañ gour liester "ni" hervez ma vez dalc'het kont eus an hini m'emeur o kaozeal gantañ/i (stumm endalc'hus) pe get (stumm endalc'hus), evel-hen:
C'hwi/Te endalc'het? | |||
Ya | Nann | ||
Me endalc'het? |
Ya | Endalc'hus | Ezdalc'hus |
Nann | Gour 2 ("te"/"c'hwi") |
Gour 3 ("eñ"/"hi"/"int") |
Da skouer e malayeg hag er yezh kar indonezeg, e vez implijet ar raganv endalc'hus kita hag ar raganv ezdalc'hus kami. Posupl eo lâret neuze:
o lakaat sklaer ne ranko ket an hini pedet da debriñ m'emeur o komz gantañ/i dont da brenañ traoù ganeoc'h.
Daoust ha ma n'eus yezh europat ebet ma vez graet an diforc'h-mañ ganti ec'h eo ur perzh kavet alies a-walc'h etre yezhoù ar bed dre vras, en o zouez: ar sinaeg, ar yezhoù aostreznezek (d.s. malayeg, indonezeg, tagalogeg...), yezhoù norzh Aostralia, ar yezh pidjin Tok pisin, meur a yezh dravidek, ar yezhoù moundek, meur a yezh komzet e reter Siberia evel an evenkieg, an hanter eus ar yezhoù komzet en Amerikaoù, un nebeud yezhoù kaokazek hag afrikanek hag un nebeudig yezhoù indezeuropek, da skouer ar marateg hag ar goudjarateg.
Er yezhoù gante an diforc'h etre ur raganv endalc'hus hag ur raganv ezdalc'hus ha ma vez displeget gante ar verboù evit klotañ gant ar gour, evel er yezhoù komzet en Aostralia ha meur a hini komzet en Amerika, e vez diforc'het stummoù ar verb ivez, da skouer e passamaquoddy:
"Hon eus anezhañ/i" / "Ganimp emañ":