An Nil gwenn (النيل الأبيض an-nīl al-'abyaḍ en arabeg) zo ur stêr eus Afrika, unan eus an div adstêr bennañ eus an Nil. Dont a rafe hec'h anv eus ar gouelezennoù (kleiz) a ro ul liv sklaer d'an dour[1]. Hervez ur vartezeadenn all e teufe e anv eus an doare da ober anv eus ar c'hornôg abaoe an Henamzer gant ur c'hod geokromatek (pa veze implijet al liv glas evit ar reter, evel en anv an Nil glas)[2].
Er stêr resis, an "Nil gwenn" eo ar stêr a zeu er-maez eus al Lenn No, e kember ar Stêr Bahr al Jabal hag ar stêr Bahr el Ghazal. Er ster ledan e reer "Nil gwenn" eus holl ar pennadoù stêrioù a zeu eus al Lenn Victoria a-raok en em deuler en Nil glas : "Nil Victoria" eus lenn Victoria dre al Lenn Kyoga betek al lenn Alberzh, ha neuze an "Nil Alberzh" e su ar Soudan, ha "Nil ar menezioù" pe "Bahr-al-Jabal" betek al lenn No[3]. An "Nil gwenn" a c'haller ober ivez eus ar stêrioù en em daol er Lenn Victoria a-wezhioù. An hini bellañ anezhe a red a-hed 3700 km diouzh an Nil glas[4].
Pa veze Europiz o klask mammenn an Nil en XIXvet kantved e klaskent dreist-holl dizoleiñ mammenn an Nil gwenn a zianade neuze e broioù dianav e donderioù Afrika.