Graet e vez niver atomek (Z) e kimiezh hag e fizik eus an niver a brotonennoù a zo e-barzh nukleüs un atomenn. En un atomenn neptu (na + na –) he c'harg tredanel) eo kevatal an niver a elektronennoù d'an niver atomek.
Da skouer, an izotop Uraniom-238 zo notennet , 92 o vezañ an niver atomek ; A = 238 (92 protonenn + 146 neutronenn). Plas an elfenn gimiek en daolenn beriodek a vez roet gant an niver-se.