Noz

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Nótt, doueez an Noz e mojennoù Lec'hlenn

An noz pe an nozvezh eo ar c'houlz pa vez an Heol a-is d'an dremmwel, gwelet gant un arvester war an Douar; gwelet diouzh an egor eo al lodenn eus an Douar ha n'eo ket sklêrijennet gant an Heol, en deñvalijenn emañ al lodenn-se eta. Treiñ a ra an Douar war e ahel dindan 24 eurvezh, neuze e vez bepred an hanter anezhañ sklêrijennet gant an heol p’emañ an hanter all en “disheol”. Ar prantad kontrol d'an noz eo an deiz (pe an "devezh" ha ar ger-se a zo evit chom hep meskañ gant ar ger "deiz" pa vez ar gaoz war ar prantad 24 eur). Eurioù deroù ha diwezh an deiz a zepant eus meur a abeg (koulz-amzer, ledred, hedred ha takad eurioù).


Developed by StudentB