Ofis publik ar brezhoneg

OPAB
Bro Breizh
Krouidigezh 17 Gwengolo 2010
Framm Diazezadur publik
a genlabour sevenadurel
Sez Karaez-Plougêr
Prezidant Paul Molac
Rener Fulup Jakez
Koskor 27 gwazour·ez
Kevelerien 220 foran
700+ prevez
Budjed 1 385 000 €
Internet www.brezhoneg.bzh

Ofis Publik ar Brezhoneg (OPAB) zo un diazezadur publik a genlabour sevenadurel (DPKS) bet krouet gant Rannvro Breizh, Rannvro Broioù-al-Liger, kuzulioù pemp departamant Breizh istorel hag ar Stad c'hall d'an 17 a viz Gwengolo 2010 da gemer lec'h ar gevredigezh Ofis ar Brezhoneg adalek miz Here 2010[1]. Er bloaz 1999 e oa bet krouet Ofis ar brezhoneg diwar youl Rannvro Breizh. Abaoe 2004 e oa bet embannet fraezh c'hoant ar Rannvro da gemmañ ar statud a-benn sevel er un DPKS.

Brudañ ar yezh hag he skoazellañ d'en em zispakañ war holl dachennoù implij ur yezh zo e-touez kefridioù pennañ OPAB. Lakaat a ra an Ofis publik da dalvezout ar politikerezhioù yezh a vez fiziet ennañ gant ar strollegezhioù publik a zo ezel eus an Diazezadur. Strivañ a ra da frammañ diorroadur ar c'hinnig deskadurezh divyezhek peurgetket. Perzh a gemer ivez, da vat, el labour pinvidikaat korpus ar yezh hag azasaat ar brezhoneg ouzh ezhommoù ar bed a-vremañ.

  1. 'Le Télégramme, 16/10/2010. Kavet : 12/11/2021.

Developed by StudentB