Okitaneg (occitan) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Frañs, Spagn, Italia |
Rannved : | Europa |
Komzet gant : | 3 000 000 |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù indezeuropek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Katalonia (Spagn) |
Akademiezh : | Congrès Permanent de la Lenga Occitana[1] |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | oc |
ISO 639-2 | oci |
ISO 639-3 | oci |
Kod SIL | OCI |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ur yezh romanek eo an okitaneg, a vez komzet en Okitania, en em led war un tregont bennak a zepartamantoù eus kreisteiz Frañs, traoñiennoù eus an Alpoù e Piemont (Italia) ha traoñienn Aran e gwalarn Katalonia (Spagn).
Dont a ra anv ar yezh eus ar ger oc, a dalveze kement ha 'ya' e parlantoù kreisteiz Frañs, er Grennamzer, tra ma veze graet gant oïl (distaget oui) er broioù krec’h. Dont a ra ar ger òc eus al latin hoc est, eleze 'se eo', a veze implijet evit respont ya d’ar goulennoù. Ar gerioù okitaneg, Okitania pe Lengadok a zeu holl eus ar bennrann-se.
Hervez studiadennoù a zo bet embannet gant arbennigourien e vefe war-dro 6 milion a dud o kompren okitaneg ha war-dro 3 milion a dud o kaozeal ar yezh.