Osiris | |||
---|---|---|---|
|
Doue egiptat ar vuhez, ar marv hag ar strujusted eo Osiris. N'eo ket hepken roue ar Re Varv ha barner madelezhus an anaon. Gwarantiñ a ra buhez an anaon er bed dindanzouar. Mab henañ an Douar Geb hag an Oabl Nout eo hag ezel eus navad bras doueed Iounou (Heliopolis).
Ar piler Djed eo e arouez. Diskouez a reer anezhañ gant ar barv faos, ar vazh Heka, ar freilh (Nec'hec'h) hag ar gurunenn anvet Atef.
E skridoù ar piramidennoù e oa hevelebekaet ar roue marv ouzh Osiris. Da vare ar Grennimpelaeriezh avat ar faraon n'eo ket ken an hini nemetañ da ziraez an divarvelezh : kement den marv a c'hall bezañ degemeret er vuhez peurbadus ha dont evel se heñvel ouzh Osiris.