Paul Keres

E 1969

Paul Keres, bet ganet d'ar 7 a viz Genver 1916 e Narva (Estonia) ha marvet d'ar 5 a viz Even 1975 e Helsinki (Finlha), a oa ur meurc'hoarier echedoù estonian ha soviedat.

Da bemp bloaz en doa desket c'hoari an echedoù digant e dad hag e vreur henañ. Yaouank-tre e kemeras perzh e tournamantoù dre lizher. E 1938 e voe trec'h a-gevred gant Reuben Fine en tournamant "Avro". E 1935, d'an oad a 19 vloaz, e voe Kampion Estonia evit ar c'hentañ gwezh.
Studiañ a reas ar jedoniezh adal 1938 betek 1941. Tro dibenn ar bloavezhioù 1950 e oa ar c'hreñvañ c'hoarier hervez ar renk Elo. Ne zeuas ket a-benn d'en em zispartiañ diouzh Mikhail Tal ha Tigran Petrosian.


Developed by StudentB