Pax

Delwenn Pax e liorzh Palez Pavlovsk

Pax (a dalvez kement ha "Peoc'h" e latin) a voe lakaet da zoueez gant ar Romaned en amzer Augustus. Krouet e oa diwar skouer an Eirene, unan eus Eurioù Hellaz.

Un templ dezhi a oa war Campus Martius a veze graet Ara Pacis anezhañ, hag unan all war ar Forum Pacis.

Peurvuiañ e veze skeudennet gant ur barr olivez, ur vazh-roue, pe ur c'horn-puilhded (cornucopia e latin). A-wechoù e veze lakaet da arouez d'an Nevezamzer ivez.

N'eus ket da veskañ anv an doueez gant ar Pax Romana, a denn d'ur marevezh a beoc'h en istor.


Developed by StudentB