Person

Ar person eo ar beleg katolik a zo lakaet e penn ur barrez gant an eskob a zo a-us dezhañ. Dindanañ emañ ar c'hure, a zo beleg ivez, hag a-wechoù e vez diagoned ha n'int ket beleien anezho. E brezhoneg ne reer ket an diforc'h a veze graet e galleg etre recteur (ur beleg e-unan-penn e karg eus ur barrez vihan) ha curé a dalveze kement ha person-kanton. Er parrezioù bras-mañ e oa meur a gure.

Kavet e vez person (pe parson) e kerneveureg hag e kembraeg ivez. Ar saozneg a ra curate eus ar c'hure met (ret diwall) vicar eus ar beleg e karg eus ar barrez.

A-hend-all ar relijion gristen a implij person gant ar ster ledan a orin (al latin persona) : tri ferson an Dreinded.


Developed by StudentB