Pleg-mor Gwaskogn (galleg: Golfe de Gascogne; okitaneg: Golf de Gasconha; euskareg: Bizkaiko golkoa; spagnoleg: Golfo de Vizcaya; galizeg: Golfo de Biscaia) a zo ur pleg-mor e biz ar Meurvor Atlantel, etre Beg Penmarc'h e Breizh en norzh ha Beg Ortegal e Galiza er su[1]. 1 744 m eo an donder etre, hag al lec'h donañ a dap 2 789 m. Ledan eo ar plateiz kevandirel. E-kerzh ar goañv e c'hall c'hoarvezout er biojoù-se darn eus gwashañ barrioù gwallamzer ar Meurvor Atlantel.