Deiziad krouiñ | 1903 |
---|---|
Anv er yezh a orin | Prix Goncourt |
Anvet diwar | Edmond de Goncourt, Goncourt brothers, Jules de Goncourt |
Stad | Frañs |
Deroet gant | Académie Goncourt |
Lec'hienn ofisiel | http://academie-goncourt.fr |
Rummad tost | , Category:Prix Goncourt–winning works |
Ar priz Goncourt a zo ur priz lennegel gall, krouet a-benn goprañ ar skrivagnerien o skrivañ levrioù e galleg. Krouet eo bet ar priz dre testamant Edmond de Goncourt e 1896. La Société Littéraire des Goncourt a zo bet krouet en un doare ofisiel e 1902 ha roet e voe ar priz Goncourt evit ar c'hentañ gwech d'an 21 a viz Kerzu 1903.
Ar priz Goncourt a zo e bal goprañ bep bloaz « le meilleur ouvrage d'imagination en prose, paru dans l'année/ar gwellañ oberenn a ijin dre ar c'homz-plaen, bet embannet e kerz ar bloaz » ha ne vez roet ar priz nemet d'ur romant. Ar priz-mañ eo an hini skedusañ evit ul levr e Bro-C'hall a bezh. En e berzh, ar priz roet n'eo nemet un arouez (dek euro), met ar vrud degaset gant ar Goncourt a zo dibar. Bep wech, goude bezañ resevet ar priz, al levr a dizh renk ar reoù gwellañ gwerzhet.
Dek ezel an akademiezh a vez oc'h emgavout bep kentañ Meurzh ar miz en o saloñs, e kentañ estaj ar pred-ti Drouant, war plasenn Gaillon e eil arondisamant Pariz. Roet e vez ar priz e penn kentañ miz Du. Ma ne vez ket dibabet a loread goude 14 tro a vouezhiañ, mouezh ar prezidant a zeu da gontañ evit daou a-benn dilenn ar Goncourt nevez.
Ar priz ne c'hell bezañ roet nemet ur wech d'ur skrivagner. Un darvoud dreist-ordinal a voe e 1975 pa voe roet ar priz d'ar romant La Vie devant soi gant Emile Ajar: anv-pluenn Romain Gary e oa, ha gantañ e oa aet ar priz c'hoazh e 1956 evit e romant les Racines du ciel.
E 1988 ez eo bet krouet Priz Goncourt al liseidi.
Tud zo a sav o mouezh da lavarout n'eo ket dereat, nag ur skouer evit liseidi, reiñ ur priz anvet Goncourt pa'z eo anv tud a zo bet e-touesk ar gwashañ skrivagnerien enepyuzev zo bet biskoazh e galleg. Ne vezont ket klevet nemeur.