Priz Nobel ar Peoc'h

Priz Nobel ar Peoc'h
peace award
Iskevrennad eusPriz Nobel Kemmañ
Rann eusPriz Nobel Kemmañ
Lec'hOslo Kemmañ
Deroet gantNorwegian Nobel Committee Kemmañ
Deiziad kregiñ10 Kzu 1901 Kemmañ
Review score5, 0.8 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.nobelprize.org/prizes/peace/ Kemmañ
HashtagPrixNobelDeLaPaix Kemmañ
Advertisespeoc'h Kemmañ
Rummad tostCategory:Organizations awarded Nobel Peace Prizes Kemmañ
An Dalai Lama ha Desmond Tutu, Skeudenn gant Carey Linde, 2004

Priz Nobel ar Peoc'h eo anv unan eus ar pemp Priz Nobel savet gant an embregour ha skiantour Alfred Nobel (1833-1896). Hervez testamant A. Nobel, Priz ar Peoc'h a zlee bezañ roet « d'an den en devo graet ar muiañ pe al labour gwellañ evit ar vreudeuriezh etre ar broadoù evit kas an armeoù da get pe o bihanaat, pe evit aozañ ha brudañ kendalc'hioù peoc'h. »

E 1876 e teuas Bertha von Suttner da vezañ sekretourez Alfred Nobel met goude ur sizhunvezh e tistroas d'he bro da eurediñ Arthur Gundaccar von Suttner. Daoust ma oa berr an amzer a dremenas e kompagnunezh Alfred Nobel e kenskrivas gantañ betek marv hemañ e 1896, ha krediñ a reer e oa hi he devoa ar muiañ a bouez e krouidigezh ur Priz Nobel ar Peoc'h e-touez ar prizioù Nobel all a oa savet hervez testamant ar skiantour.

Bep bloaz e vez roet ar priz Nobel en Oslo, kêr-benn Norvegia, rak spisaat a rae testamant Alfred Nobel e oa rekis reiñ ar priz Nobel er gêr-se. Roet e vez atav d'an 10 a viz Kerzu, a zo deiz-ha-bloaz marv Nobel, dirak roue Norvegia.

Tri zra a vez profet d'al loreidi : ur skrid-testeni, ur vedalenn hag ur baperenn a resisa sammad ar priz gounezet. Dalc'het e vez an abadenn e sal-kêr Oslo, hag antronoz e vez heuliet gant sonadeg Priz Nobel ar Peoc'h, a vez skignet da ouzhpenn 450 milion a diegezhioù e muioc'h evit 150 bro er bed. Brudet eo an abadennoù er bed a-bezh, ha tud brudet-kenañ a vez pedet d'o c'hinnig pe da gemer perzh enno.
Dibab loreidi Priz Nobel ar Peoc'h a laka a-wezhioù rendaelioù da sevel, rak kavout a reer war roll al loreidi tud o devoa implijet doareoù-ober feuls evit diskoulmañ kudennoù kent ober strivoù bras dre implijout doareoù difeuls evit klask skoulmañ ar peoc'h.

Priz Nobel ar Peoc'h eo ar Priz Nobel nemetañ na vez ket roet e Stockholm, e Sveden.


Developed by StudentB