Enebet ouzh | Kornôg, norzh, Su |
---|---|
Category for the view from the item | Category:Views from east |
Unan eus ar pevar avel eo ar reter pe sav-heol. En tu enep d'ar C'hornôg emañ hag a-skouer d'an norzh ha d'ar su. An anv sav-heol a glot gant tu enep ar c'huzh-heol.
Dre reolenn, kostez dehou ur gartenn o skeudenniñ lod pe lod eus an Douar a zo hini ar Reter. Er c'hontrol, kostez kleiz ur gartenn steredennoù (kartenn an neñv) a zo hini ar Reter.
Pa implijer un nadoz-vor evit ar verdeadurezh, e vez ret kemer un azimuth a 090°.
Sevel a ra an heol kostez ar Reter e poent ar gedez ha diouzh an dra-se e c'heller kompren ma tro an Douar war e ahel en ur vont war-zu ar Reter. Setu an abeg evit lañs listri egorel war-zu ar Reter ha dre-se e vez espernet an energiezh (nebeut a delta-v).
Pa'z aer war-zu ar Reter hep ehan e heulier ur c'helc'h ledred hag eo hini a weler e C'heheder an hini hirañ.
"Ar Reter" a vez implijet evit broioù ar Reter, da lavarout eo Europa ar Reter, met ivez evit ar broioù a zo e Reter Europa, da lavarout eo Azia a-bezh. A-wechoù ne dalvez nemet evit ar Reter-nesañ (sell ouzh ar ger Orient koulz e galleg hag e saozneg).