Rann eus | Neolitik |
---|---|
Arvez | Neolitik |
Lec'h | Kreskenn Strujus |
Deiziad kregiñ | 8. millennium BCE |
Deiziad echuiñ | 2. millennium BCE |
Ar Reveulzi neolitik a vez graet eus ar c'hentañ reveulzi kouerel, ma troas meuriadoù chaseourien-kutuilherien da gumuniezhioù labourerien-douar e-kerzh marevezh an Neolitik. Hervez al labourioù arkeologel e vez gwelet meur a zoare doñvaat al loened hag ar plant. Disheñvel eo bet an doareoù hag al lec'hioù ma tiwanas an doñvadurioù-se, ha seizh pe eizh korn-bro a zo bet mammenn dre ar bed da lies mareoù.
Al lec'h kentañ a zo bet er Reter-Nesañ, eno an dud a oa tremenet goustadik eus kutuilhañ plantennoù gouez, en Natoufian, betek tizhout produerezh plantennoù ha loened doñvaet. Pazennoù lies a zo bet e-kerzh 4000 bloaz.