Setu amañ roll Faraoned Henegipt, adal ar marevezh raktierniezh (a-raok 3000 kt JK) betek dibenn Tierniezh Ptolemaios, pa zeuas Henegipt da vezañ ur broviñs roman dindan ren an impalaer roman Aogust er bloavezh - 30.
- Merkomp diouzhtu ez eus war ar roll teir maouez bet e penn Henegipt o doa dibabet chom hep bezañ anvet faraon rak un titl gourel e oa. Ne oant ket priedoù rouaned ptolemaek ; setu int : Sobeknefrou, Hatshepsout ha Twosret. Merket int war a roll evel
Rouanezed
- Notenn : gant evezh bras e ranker degemer an deiziadoù merket amañ. Meur a reizhiad deiziata zo evit studioù Egipt, hervez ar mod m'int bet savet ha war peseurt diazez int savet. Ur c'hinnig zo amañ a-is, met n'eo ket an hini nemetañ, anat eo.
- Adnotenn : en Istor Egipt e vez graet gant Goueled evit envel norzh ar vro ha gant Gorre evit ar su.