| |||||||
Kan broadel | гимн Российской Федерации (Gimn Rossiyskoy Federatsii) | ||||||
Yezhoù ofisiel pe kenofisiel | Rusianeg (ha yezhoù ar broadelezhioù e rannvroioù zo) | ||||||
Kêr-benn | Moskov | ||||||
Gorread -En holl -% dour |
17 075 400 km² 0.5% | ||||||
Poblañs -Hollad -Stankter ar boblañs |
143 420 309 (2005) 8.4/km² | ||||||
Prezidant | Vladimir Poutin (Владимир Путин) | ||||||
Kentañ ministr | Mic'hail Michoustin (Михаил Мишустин) | ||||||
Gouel broadel | 12 a viz Even | ||||||
Moneiz | Roubl (RUB) | ||||||
Kod pellgomz | 7 | ||||||
Kod war ar Genrouedad | .ru .su .рф |
Brasañ bro ar bed eo Rusia (pe Rusi[1]), ent-ofisiel Kevread Rusia pe Kevread Rusian (Российская Федерация, Rossiyskaya Federatsiya, distagadur: [rɐˈsʲijskəjə fʲɪdʲɪˈratsɨjə]). Moskov eo he c'hêr-benn ha 146,5 milion a dud e oa o chom er vro e 2014.
War daou gevandir en em astenn: Europa hag Azia, war ouzhpenn 9000 kilometrad eus Kaliningrad betek Vladivostok. Unnek rann-eur he deus. Tro-dro da Rusia emañ Norvegia, Finland, Estonia, Latvia, Belarus, Lituania, Polonia (an daou-mañ gant Oblast Kaliningrad), Ukraina, Jorjia, Azerbaidjan, Kazakstan, Sina, Mongolia ha Republik Demokratel ha Poblel Korea. Skeiñ a ra he aodoù war Meurvor Arktika, ar Meurvor Habask, ar Mor Baltel, ar Mor Du, Mor Kaspia, ar Mor Gwenn, Mor Barents, Mor Kara, Mor Laptev, Mor Siberia, Mor Okhotsk, Mor Bering, ha Mor Japan.
Goude Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel bezañ disac'het e 1991 eo Rusia deuet da vezañ un ekonomiezh varc'had gant ur renad parlamantel liesek. Vladimir Poutin eo prezidant ar stad kevreadel. Emañ Rusia e-barzh ar BRICS skoaz-ouzh-skoaz gant Sina, Brazil, India ha Suafrika.