Ruzenn hugenn mouezhiet

LFE – niverenn 143
LFEunicode ʁ
LFE – skeudenn {{{imagesize}}}
X-SAMPA R
Selaou

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar ruzenn hugenn mouezhiet treuzskrivet [ʁ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 143.

Daoust ha ma vez lec'hiet an arouezenn-mañ e-touez renk ar ruzennoù e daolenn al LFE e talvez an hevelep arouezenn [ʁ] koulz evit ar ruzenn hugenn mouezhiet hag evit ar gensonenn hugenn dre dostaat mouezhiet. Mar bez ezhomm atav e c'heller implijout ar sin diakritek ispisial evit merkañ ar fed m'emañ distaget evel ur gensonenn dre dostaat [ʁ̞] enebiet ouzh [ʁ̝] evit resisaat er fed m'emañ distaget dre ruzañ.


Developed by StudentB