Ruzenn staon-gouel divouezh

LFE – niverenn 175
LFEunicode ɧ
LFE – skeudenn {{{imagesize}}}
X-SAMPA x\
Selaou

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar ruzenn staon-gouel divouezh treuzskrivet [ɧ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 175.

Deskrivet e vez alies ar gensonenn gensonenn-mañ evel ur gensonenn kendistaget ma vez distaget ar ruzenn drek-logigoù divouezh (ʃ) hag ar ruzenn ouel divouezh (x) war un dro, daosut ha n'emañ ket an holl yezhonourion/ezed a-du gant an deskrivadur-mañ.

Talvezout a ra ar son-mañ da fonem en darn vrasañ eus ar rannyezhoù svedek, skrivet sje peurliesañ hervez reolennoù reizhskrivañ ar yezh-se.


Developed by StudentB