Sahara

Sahara
dezerzh
Anv er yezh a orinالصحراء الكُبرى Kemmañ
KevandirAfrika Kemmañ
Daveennoù douaroniel23°4′47″N 12°36′44″E Kemmañ
Poent uhelañEmi Koussi Kemmañ
Lowest pointQattara Depression Kemmañ
Köppen climate classificationhot desert climate Kemmañ
Map

Ar Sahara a zo ur gouelec'h bras-meurbet e Norzh Afrika. Ar brasañ dezerzh tomm eus ar bed eo gant en tu-hont da 9 milion a gilometradoù-karrez. Mont a ra eus ar Mor Ruz er reter betek ar Meurvor Atlantel er c’hornaoueg, bevennet eo er su gant ar Sahel. Dont a ra an anv eus an arabeg صحراء, "ṣaḥrā´", hag a dalvez kement ha "dezerzh".

Ar Sahara a zo ur ranndir deuet da vezañ dezherzhel e 6 000 kent J-K. Bras divent eo an dezerzh–se, 15 gwech brasoc'h eget Bro-C'hall eo, lec'hiet e norzh Afrika. An anv "Sahara" a dalvez kement ha dezerzh pe gouelec’h en arabeg. Brasañ dezerzh ar bed eo gant 8,5 million a gilometradoù karrez. Treuziñ a ra an dezerzh-se Afrika eus ar Meurvor Atlantel betek ar Mor Ruz hag eus ar Mor Kreizdouarel betek su Trovan ar C'hrank. En em astenn a ra ar Sahara war 10 bro: Aljeria, Egipt, Libia, Mali, Maroko, Maouritania, Niger, Soudan, Tchad ha Tunizia. Brasañ dezerzh tomm ar bed eo. Annezidi zo, "kantreidi" a vez graet diouto (tud ha na chomont ket da vevañ war ar memes lec'h a- hed o buhez); an Douareged, ar Vaoured hag an Douboued. Dilec'hiañ a reont eus lec'h da lec'h er Sahara. Bevañ a reont o sevel loened, kañvaled ha givri. Bez’ ez eus ivez an "arsezidi" hag a chom bepred en ul lec'h (ar c'hontrol diouzh ar gantreidi) hag a c'hounez gwez palmez, legumaj ha edaj. Douar kondon ar Sahara a zo pinvidik: gaz leskiñ, eoul-maen, uraniom, houarn, kouevr ha glaou.


Developed by StudentB