Sahle-Work Zewde (Amhareg: ሳህለወርቅ ዘውዴ), ganet d'an 21 a viz C'hwevrer 1950, zo un diplomatez etiopian deut da vezañ prezidantez Etiopia d'ar 25 a viz Here 2018. Ar c'hentañ maouez eo da vezañ bet dilennet prezidantez ar vro. Dilennet eo bet gant an holl vouezhioù e bodadeg parlamant kevreadel Etiopia.
Sahle-Work a oa bet diplomat ; kannadez ispisial sekretour-meur Aozadur ar Broadoù Unanet António Guterres e oa evit Unaniezh Afrika ha penn burev ar Broadoù Unanet evit Unaniezh Afrika.